aller au contenu

Kousket en ur wezenn

Un nozvezh digustum, gant ar pried pe gant ar familh, e-barzh ul lochenn m’en he c’hlud pevar metrad diouzh al leur. Ha kement-mañ e-barzh ur wezenn-derv dibar e kreizig-kreiz Breselien, e Breizh.

Ho chomadenn e-barzh lochenn Breselien

4 den d’ar muiañ tout


Dijuni

à partir de
80€ /Nozvezh

E-touez al laboused hag ar gannerezed-noz, tremenit un nozvezh dibar (en hañv pe er goañv). C’hwi ho po un tañva eus aergelc’h hud Breselien !

Nozvezh digustum, gant ar pried pe gant ar familh

Gant an diri e vez pignet d'al lochenn
Gant an diri e vez pignet d’al lochenn.

En he c’hlud emañ al lochenn pevar metrad diouzh al leur. Pignet e vez betek enni gant an diri. Eeun ha suraet eo eñ. Jaoj a ra gwell d’ar familhoù (gant bugale adal 2 vloaz). Enni e c’hell an nen kaout un santimant da vezañ war an uhel ha bezañ suraet da vat war un dro.

An nozvezh hag an dijuni a ya d’ober ar pourchas. Ur panerad a draoù lipous a vo servijet deoc’h e-harz ar wezenn d’ar mintin. Deoc’h d’he hisañ war-bouez ur gordenn !

Diouzh reolennoù an ekologiezh eo bet savet al lochenn. Enni n’eus na dour na tredan, da skouer. Nebaon tudoù ! Ur sal dour a zo e-harz ar wezenn.

Fotoioù al lochenn...

Ar pezh a zo ’barzh pe tro-dro :

  • 1 savenn ziavaez
  • 1 gwele doubl
  • 1 gwele uhel evit ar vugale
  • 1 gweleig all
  • Privezioù sec’h
  • 1 tirolianenn evit ar vugale

Degemer mat d’ar c’hezeg !

E-barzh ur domani prevez a 4 hektar emañ al lochenn. Moaien zo deomp da zegemer ho kezeg. Ur prad a zo evit lakaat anezhe da beuriñ pe ul loch evit ma c’hellfent diskuizhañ trankilik. Mod-se e vo moaien dezhe ivez da gaout un tañva eus foen hud Breselien !